Marc'h-houarn a-blaen

Ur marc'h-houarn a-blaen

Ur marc'h-houarn a-blaen zo ur seurt marc'h-houarn graet evit bezañ kaset war-raok gant un den o troadikellat en e c'hourvez, pe en e hanter c'hourvez, gant e zivhar a- blaen.
Emañ an troadikelloù er penn a-raok, hag e-lec'h un dibr ez eus ur seurt kador gant ur c'hein da harpañ outañ. Bihanoc'h e vez ar rod a-raok peurvuiañ. A-us d'an daoulin e vez ar varrenn-stur, pe dindan revr ar blenier.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy